E-barzh ar gaoz, pehini ag an troiennoù kinniget amañ a vez implijet evit reiñ talvoudegezh an droienn e galleg ? Ar memp talvoudegezh, pe dost, a zo get an teir kinniget.
Il fallait bien faire quelque chose.
Dav e oa gober un dra bennak memes tra.
Forset mat d'ober un dra bennak.
Ret-mat 'oa gober un dra bennak.
Ce coup-là j'étais content.
Aze e oan kontant.
An taol-se e oan eürus.
Plijadur am boa bet ar wezh-se.
Je n'ai pas progressé du tout !
N'on ket aet àr-raok tamm ebet !
N'em eus ket avañset tamm ebet !
N'em eus ket kazimant graet netra !
J'ai un de ces désordres !
Nag a zizurzh a zo genin !
Spontuset ar stal a zo du-mañ !
Nag ur stal 'zo genin !
Je fais du rangement / Je mets de l'ordre.
Eh on 'lakaat rañjamant.
Me 'zo é renkiñ ma zraoù.
Eh on é lakaat urzh em zraoù.
Il va tout de même falloir s'y mettre !
Poent eo krog e-barzh, me 'gred !
Mall 'vo mont dezhi ur sort !
Deomp de'i ! Poent eo !
Allez donc savoir pourquoi je les ai conservés !
Ne ouian ket perak an diaoul emaint bet gouarnet din !